Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Skrivagner ar miz

Skrivagner ar miz

Fañch Elies - Abeozen
(1896-1963)



E vuhez

Ganet eo bet Fañch Elies en Drev-Nevez ha bevet en deus e vugaleaj e Landivizio. E skol ar Frered e oa bet hag eno, e skolaer a oa Klaoda ar Prad. Levezon ar brezhoneger ampart-se a voe bras war an danvez skrivagner da zont. Mont a reas war e studi e Kloerdi Bihan Eskopti Kemper gant ar soñj mont da veleg. E 1915 avat e voe galvet d’an arme ha war an talbenn e voe betek miz Du 1918. Devet e voe e skevent gant ar gaz kontamus Iperit, ha klañv e voe gant ar berr-alan a-hed e vuhez goude-se.

E yec’hed a oa aet da fall hag e feiz kristen ivez abalamour d’ar brezel « an drailh diot ». Echu e studi gantañ e Pariz e tistroas da Vreizh evel kelenner war ar galleg, gresianeg ha latin.

E 1923 e kejas gant ar baotred yaouank a oa o paouez krouiñ Breiz Atao ha skrivañ a reas er gelaouenn-se dindan an anv-pluenn Abeozen. Kenlabourat a reas gant Gwalarn adalek ar penn-kentañ hag e stagas d’ar mare-se da lakaat e brezhoneg Ar Mabinogion. E 1940 e krogas e genlabour gant Roparz Hemon evit aozañ abadennoù skingomz Roazhon-Breizh ha kement-se betek fin ar brezel tost da vat. Toullbac’het e voe e toull-bac’h Jakez-Karter e Roazhon en abeg d’ar c’henlabour-se ha d’e skridoù. Difennet e voe outañ kenderc’hel gant e vicher kelenner ha da Bariz e rankas mont da glask labour. Difazier en un ti-moullañ e voe betek 1954. Distreiñ a reas da Vreizh, er Baol hep tamm leve ebet.

A-hed e vuhez en deus labouret start evit kinnig skridoù a bep seurt e brezhoneg yac’h ha bev, levrioù un den gouiziek war ar c’hrennvrezhoneg hag ar c’hembraeg, levrioù deskoni (evit deskiñ lenn d’ar vugale), troidigezhioù diwar ar c’hembraeg hag ar saozneg, romantoù faltazi, barzhonegoù, pezhioù-c’hoari evit ar radio, levrioù evit ar re yaouank. Puilh an eostad a-dra-sur.

Ar skrivagner hag e vennozhioù

Daoust d’an deskadurezh kristen en doa tapet kaout er C’hloerdi pa oa yaouank e oa troet tro ar bloavezhioù 30 da gomunour (levezon Louis Guilloux e Sant-Brieg hag hini e vignon Yann Sohier), gant un arliv gwenn-ha-du memes tra rak chomet e oa divrall en e spered e ranke ar Vretoned kaout ul lennegezh uhel e brezhoneg hag e rankent deskiñ istor o yezh ha kaout un tamm anaoudegezh eus ar pezh a oa bet hag a veze embannet er broioù keltiek tramor.

Enep nazi hag enep faskour e oa bet Abeozen d’ur poent zo bet (taer e oa e bennadoù er gelaouenn War Sao a-enep Franco, Mussolini hag Hitler) ha dreist-holl peoc’hgarour, heuget ma oa bet gant ar brezel hag al lazhadeg veur da-heul. Kement-se a c’heller lenn en e levr Dremm an Ankou.

Tamallet e oa bet outañ e fin ar brezel bezañ labouret evit Radio Roazhon-Breizh ha bezañ skrivet pennadoù e-barzh ar gelaouenn L’heure Bretonne ma lavare e oa ret kenlabourat gant an alouber alaman.

Oberennoù pennañ

Yezhadur ar brezhoneg-krenn, Sterenn - 1941

Dremm an Ankou, Skridoù Breizh - 1942

Hervelina Geraouell, Skridoù Breizh - 1943

Marvailhoù Loened, Skridoù Breizh - 1943

Bisousig, kazh an tevenn, Al Liamm - 1954

Istor lennegezh vrezhonek an amzer a-vremañ, Al Liamm - 1957

Damskeud eus hol lennegezh kozh, Al Liamm - 1962

Pirc’hirin Kala-goañv, Al Liamm - 1969

Kan ar spered hag ar galon, Mouladurioù Hor Yezh - 1983

Argantael, Al Liamm - 1989

Barzhaz 1837-1939, Mouladurioù Hor Yezh - 1987-1989

Troidigezhioù

Pevar skourr ar Mabinogi, Gwalarn - 1925-1939, Preder, 1980

Storiau, Richard Hughes Williams, in Al liamm, niv. 99

Marvailhoù ar Vengleuz, Hor Yezh - 1992

Breudeur Mowgli, Rudyard Kipling, in Al Liamm, niv. 99


Yeun ar Gow
(1897-1966)

Fañch Elies - Abeozen
(1896-1963)



Gwelet an holl...


Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017