Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Dielloù

Pennadoù al lec'hienn

Fañch an Uhel (1821-2021)

Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895. Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn « Gwerzioù Breiz-Izel » e 1868 ha 1874. E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed. Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared. Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.



An daou dort



Ur wech e oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag e oant mignoned o-daou. Kemenerien e oant o-daou, ha bemdez ec’h aent da labourat d’an tiegezhioù war ar maez, pep hini en e du. Un noz, pa oa Nonnig o tistreiñ eus e devzh, diwezhat un tammig, degouezhet en lann Penn-ar-Roc’hoù, e klevas mouezhigoù o kanañ evel-henn:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...



Daoust piv a zo o kanañ evel-se? A lâras ennañ e-unan.

Hag e tostaas, goustadik. Sklaer e oa al loar, hag e welas an dañserien noz, a zo kornandoned, krog dorn eus dorn, o tañsal en kelc’h hag o kanañ. Unan a gane a-raok:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...



Ha ne lârent nemet se. Nonnig en devoa klevet alies komz eus an dañserien noz, met biskoazh n’en devoa gwelet anezhe, hag a en em guzhas drek ur roc’hell, evit sellet oute. Met gwelet e voe prestik, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag i neuze da zañsal ha da dreiñ en-dro dezhañ, ha da ganañ wash evit biskoazh:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...



Ha da lâret da Nonnig:

- Deus ganimp ivez!

Nonnig na oa ket ur paotr aonik, hag ec’h eas en dañs; setu-eñ da dreiñ ha da ganañ gante:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...



- Ha goude? A lâras; gwall verr eo ho son.

- N’eus ken, a larjônt dezhañ.

- Penaos n’eus ken? Perak ne lâret ket ivez:



Ha diziaou ha digwener



- Ya avat! A lârjont holl, se zo brav-kaer. Hag i da ganañ neuze:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,

Ha diziaou ha digwener!



Ha da vont en-dro, en-dro! Pa c’hoantaas Nonnig mont kuit, e lârjont an eil d’egile:

- Petra a rofomp d’an den-mañ, evit bezañ hiraet ha bravaet hon son?

- An dra a garo; arc’hant hag aour kement ha ma c’houlenno, pe bezañ didortet.

- Ma karet ma didortañ avat, a lâras Nonnig, ne c’houlennan ket diganeoc’h.

Ha kerkent e voe lemmet e dort dezhañ, hag e tistroas d’ar gêr, skañv hag eeun, ha zoken ur paotr koant.

An deiz war-lerc’h, pa welas e vignon Gabig anezhañ, e voe souezhet bras.

- Petra ? Emezañ... hag e selle eus e gein... ha da dort!

- Aet kuit, evel ma welez.

- Penaos eta eo c’hoarvezet kement-se?

Hag e kontas dezhañ evel ma oa c’hoarvezet an dra.

- A! Me aio ivez, emberr da noz, da Benn-ar-Roc’hoù, da welet an dañserien noz.

Hag e reas evel ma en devoa lâret. Pa erruas ’barzh al lanneg, e oa arre ar gornandoned o tañsal hag o kanañ:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,

Ha diziaou ha digwener!



Hag e troent, hag e lampent! Gabig a dostaas, hag e lârjont dezhañ:

- Deus da zañsal ganimp ivez!

Ha setu Gabig dorn eus dorn gante, ha da zañsal ha da ganañ evelte:



Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,

Ha diziaou ha digwener!



- Ha goude? a lâras.

- N’eus ken: petra, c’hwi a oar c’hoazh?

- Ya da!

- O lârit eta! Lârit eta!



Ha disadorn ha disul!



- O! Se n’eo ket mat! Se na junt ket! Hon sonig a oa koant kaer a-raok, ha n’eo ken bremañ! Petra vo graet dezhañ?

- Lakaat dezhañ tort egile, a lâras unan.

- Ya, ya, lakaat tort egile war e hini.

Hag e voe peget tort Nonnig dezhañ war e hini, hag e tistroas d’ar gêr e giz-se, droug ennañ ha mezhus bras, m’ho ped da grediñ.

Hag evel-se, ar peurrest e vuhez, e rankas dougen daou vec’h, e hini hag hini e gamarad.



Dastumet en Plouared

Kontadennoù ar Bobl - levrenn 4, Embannet gant Al Liamm, 1989





Ar plac'h hag an naer, ganet war un hevelep tro gant ur wreg


Ur wezh e oa un aotrou pinvik hag e bried, euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet hag e oant glac’haret a gement-se. Bet e oant en kalz a lec’hioù santel, o pediñ Doue hag e vamm benniget da reiñ dezhe ur bugel, paotr pe blac’h, ha ne ouient ken petra da ober.

Un deiz, e-pad an nevezamzer, pa oant o tont eus ar Folgoad, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, laboused-nij, ha naered, ha tougesed, hag holl o devoa klodadoù re vihan, hag e tiskouezent bezañ eürus. Ma teuas neuze ar wreg da lâret, o welet kement-se:

- Mar rofe an Aotrou Doue ur bugel din, ha pa rankfen genel gantañ un naer, pe un touseg, ne raen forzh!

Kement-se na oa ket ur gomz vat. Setu ma teuas da vezañ brasez hepdale, hag e oa stad enni, hag en he fried ivez. Pa voe deut an amzer, e c’hanas ur plac’h vihan, ur bugel kaer a-walc’h, met un naer a oa rodellet en-dro d’he goug. An naer a em dirodellas eus en-dro a c’houg ar bugel, hag ac’h eas er-maez an ti da em guzhañ indan ar geot, el liorzh a oa drek an ti.

Badezet e voe ar bugel ha anvet Levenez, abalamour da levenez he mamm hag he zad, hag e teue da greskiñ bemdez en yec’hed hag en koantiri, met roud an naer a oa chomet en-dro d’he goug, evel ur c’harkan ruz, ha netra n’halle hen kas kuit, kaer a oa frotañ gant bep seurt louzoù.



Pa voe deut Levenez da vezañ ur grenardenn war-dro daouzek vloaz, un deiz pa oa he-unan o vale ’barzh al liorzh, drek an ti, e voe souezhet-bras o klevet ur vouezh o lâret:

Demat, ma c’hoarig ! Demat dit, ma c’hoarig Levenez!...

Kaer he devoa sellet, ne wele den, hag ar vouezh a oa koulskoude tost dezhi. Ma em lakaas da glask e-touez ar bodennoù, hag e kavas un naer. Ma leuskas ur griadenn gant an aon. Met an naer a gomzas neuze evel un den hag a lâras dezhi:
- N’ho pet ket aon, n’am eus droug ebet da ober deoc’h ma c’hoarig!...

- Jezuz! Chwi ma c’hoar, un naer!

- Ya, an hini he deus ho kanet he deus ma ganet ivez war an hevelep tro.

- Ha penaos e c’hallfe kement-se bezañ?

- Setu penaos ho tad hag ho mamm a oa euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet. Un deiz ma oant aet d’ar Folgoad da bediñ Doue da reiñ dezhe ur bugel, evel ma oa koulz an nevezamzer, pa oant o tistreiñ d’ar gêr, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, a bep seurt loened hag amprevaned ha gante-holl klodadoù re vihan, betek an naered hag an touseged. Ma teuas hon mamm da lâret neuze:

- Mar kar Doue reiñ din ur bugel, ha pa rankfen genel gantañ un naer, ne ran ket a forzh!

Ma voe graet evel ma lâras, hag e c’hanas ur plac’h vihan hag un naer, ar plac’h eo c’hwi, an naer eo me, hag evel-se ez oc’h ma c’hoar. En-dro d’ho koug cz oan rodellet, ha ma roud a zo eno c’hoazh, ha n’eus nemedon hag a c’hallfe hen kas kuit. N’hoc’h eus ket ezhomm da gaout aon, na mezh ivez ouzhin-me, rak ne c’hoantaan deoc’h nemet pep vad, evel ma welfet diwezhatoc’h. Hepdale e teufet da zimeziñ...

- O ! Nann avat, a lâras Levenez, me na youlan ket dimeziñ.

- Eo, dimeziñ a refet, ha koulskoude e ve welloc’h deoc’h ne zimezfec’h ket.

- Met penaos kas kuit ar c’harkan ruz a zo en-dro d’am goug?

- It d’ar gêr ha degaset din amañ un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn, hag e welfet neuze.

Mont a ra Levenez d’an ti, ha distreiñ kerkent d’al liorzh, ha ganti un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn. N’ he devoa ken aon eus an naer. Lakaat a eure an hanaf war an douar, hag an naer a lammas kerkent e-barzh. Goude chom el laezh ur pennadig, e teuas arre er-maez, hag e lâras da Levenez gourvez war ar c’hlazenn. Pa voe gourvezet ar plac’hig, e em rodellas en-dro d’he goug, e chomas evel-se ur pennadig, hag e em dirodellas neuze, hag e lâras dezhi:

- Frotet bremañ ho koug gant al lien gwenn, el-lec’h emañ ar c’harkan ruz.

Ar plac’hig a reas evel-se, ha kerkent setu aet kuit ar c’harkan.

- Na lâret ket d’ho mamm, na d’ho tad ivez, eme an naer, penaos hoc’h eus graet evit kas kuit ar c’harkan.

An naer a em guzhas arre indan ar geot, ha Levenez a deuas d’ar gêr, ha stad enni.

- Sellet, a lâras kerkent d’he mamm, sellet ma goug, ar c’harkan ruz a zo aet kuit!...

- Ha penaos eo c’hoarvezet kement-se, petra a’ teus graet?

- Netra, mamm, anezhañ e-unan eo aet kuit, dre youl Doue.

- Lâret din, ma merc’h, eme an tad, piv en deus graet kement-se, ha me a roio kalz a arc’hant dezhañ.

- N’ eo den ebet, ma zad, youl Doue, ha netra ken.

Dre ma teue Levenez en oad, ez oa koantoc’h bemdez, hag ar baotred yaouank ar muiañ pinvik eus ar vro a deue da ober al lez dezhi, met lâret a rae dezhe-holl ne dimezje ket. Dont a eure ivez un aotrou yaouank, a vro bell, emezañ, ha ne anaveze den anezhañ. Hemañ a blijas dezhi. Setu ma voent dimezet hag euredet. Pa voe fin d’ar gouelioù ha d’ar festoù, ar pried nevez a gasas e wreg gantañ d’e gastell, ur c’hastell ar c’haerañ. Eno n’he devoa netra da ober bemdez nemet bale e jardinoù ar c’hastell, ha gwiskañ bep seurt dilhad kaeroc’h-ouzh-kaeroc’h, hag em sellet er melezouroù. Holl kement a c’hoantae a vije kavet dezhi.

He fried ac’h ae alies eus ar gêr, da vale, e-pad daou, tri devezh, hag ouzhpenn, hag e leze ganti holl alc’hwezoù ar c’hastell, nemet unan hepken, hini ur gambr vihan. Bale a rae dre holl gambroù ar c’hastell, hag e wele a bep seurt traoù, holl kaeroc’h pe gaeroc’h. Pa dremene e-biou d’ar gambr difennet, e lâre bep tro : "Daoust petra a zo aze ivez?". Hag he devoa c’hoant bras d’he digeriñ, rak an alc’hwez a oa ganti ivez, evel ar re all, met ne grede ket. Dougerez e oa. He fried, o welet anezhi un tammig trist, un deiz, dre ma oa he spered troet bepred gant ar gambr difennet, a c’houlennas diganti:

- Petra a c’hoantaet, ma c’halonig? Lâret din, ha n’eus forzh petra a c’houlennfet, ho pezo.

- Ne c’hoantaan netra evit bremañ, emezi, nemet ur c’hrank-mor.

Mont a ra kerkent d’an aod, da glask dezhi ur c’hrank-mor. Met kerkent ha ma voe troet e seulioù, Levenez, na bade ken gant ar c’hoant da c’hout petra a oa er gambr difennet, a digoras an nor... Met kerkent e kouezhas d’an douar, gant ar spont hag an euzh, o welet nav gwreg yaouank, hag holl dougerezed, en istribilh eus un treust, hag ur c’hrog houarn indan groñch pep hini anezhe!... Pa difallaas, e tastumas an alc’hwez a oa kouezhet er gwad, hag e serras an nor, hag ec’h eas buan da skrivañ ul lizher da lâret d’he zad ha d’he mamm dont d’he c’herc’hat hep koll amzer, dre ma oa o vont da goll he buhez, mar ne deujent prim-ha-prim. Pa voe skrivet he lizher, e stagas anezhañ en kerc’henn ur c’hi bihan a oa deut ganti eus ar gêr, hag e lâras dezhañ:

- Kas al lizher-se d’am zad ha d’am mamm ha na goll ket a amzer, ma c’hiig kaezh, rak emañ ar marv war ma seulioù!

Mont a ra ar c’hi, buanañ ma c’hall, lennet eo al lizher gant an tad hag ar vamm, ha setu-int kerkent da ouelañ, ha da estlammiñ. An naer a degouezhas neuze en ti, hag a lâras dezhe:

- Hastet pignat war varc’h, ho-taou, ha na gollet ket a amzer, pe e vo marv ho merc’h pa errufet!

Hag ec’h eas er-maez kerkent neuze. Pa errujont en kastell o mab-kaer, ez oa hemañ o stlejañ o merc’h dre ar porzh, diwar-bouez he blev. Un naer fuloret a erruas ivez er porzh kerkent hag i, hag ec’h eas war-eeun d’an den fall, hag e flemmas anezhañ en e droad. Ma kouezhas kerkent d’an douar. An naer a lammas warnañ hag a dennas dezhañ e daoulagad er-maez e benn, hag e varvas kerkent, gant un eonenn en e c’henoù.

Levenez a c’hanas neuze war al lec’h ur bugel bihan, hag he zad hag he mamm, pa weljont se, a lâre e oa mat lazhañ ar bugel, gant aon e vije heñvel eus e dad. Ar pezh a voe graet. Neuze e c’hoantajont ober badeziñ an naer : met ar veleien na youlent ket he badeziñ, ha ne voe ket graet.

Ma en divije gallet mestr ar c’hastell lazhañ Levenez, evel e wragez all, e vije bet e dekvet, hag en devije lazhet ugent o lazhañ dek, hag e vije aet neuze da sorser. Ez oa o vont da vezañ, met Doue na youlas ket !





Kontet gant Anna al Levrienn, matezh, a barrouz Prad, 1871

Kontadennoù ar Bobl - Levrenn 1, embannet gant Al Liamm pajenn 275. 1984





Gwreg an Ankoù


Ur wech e oa, ur wech e vo,

Komañsamant an holl gaozioù;

N'eus na mar na marteze

En deus tri zroad an trebez.




Ur wezh e oa unan gozh chomet hep pried, dre ma n'he doa kavet hini ebet, me oar vat. Tremenet he doa he daou-ugent vloaz, hag e vije an dud o lâret dezhi, evit ober goap:

- C’hwi a zimezo c'hoazh, Marc'harid.

- Ya, ya, emezi, pa zegouezho an Ankoù d'am c'hlask.

Un deiz, en miz Eost, e oa oc'h aozañ evit lein an dornerien, pa zegouezhas unan 'barzh an ti hag a c'houlennas diganti:

- Ma c'homer a rafet da bried?

- Piv oc'h-c'hwi?

- An Ankoù.

- Neuze ho kemerin.

Ha kerkent e laosk eno he bazh-yod hag e red d'al leur hag e lâr d'an dornerien:

- Deut d'ho lein pa garfet, me a zo o vont kuit; me ac'h a da zimeziñ.

- N'eo ket posupl, Marc'harid! A lâras an holl.

- Eo avat, degouezhet eo ma fried, an Ankoù, d'am c’herc'hat.

Neuze e lâras an Ankoù dezhi, a-raok mont kuit, pediñ ar re a garje, n'hen gwelje ken nemet da zeiz an eured, hag ec'h eas kuit.

Pa voe degouezhet deiz an eured, en em gavas arre ar pried nevez, deut da gerc'hat danvez e wreg, hag e voe ur pred kaer. Ma lâras d'e wreg nevez kimiadiñ eus he c'herent ha mignoned, nemet ur breur bihan, he filhor dezhi, a oa en e gavell kousket, hag a welje c'hoazh, marteze. Lâret a reas dezhi ivez kemer ganti un tamm kreun bara, da grignat p'he dije naon, rak pell-pell o doa da vont, hag ouzhpenn lâret d'he filhor bihan e oa en e gavell dont d'he gwelet, pa vije degouezhet bras, ha derc'hel da vont war-du ar sav-heol. Neuze ec'h ejont kuit o-daou.

Mont a raent war an avel, pell, pelloc'h c'hoazh, ma c'houlennas Marc'harid ha ne oant ket degouezhet tost c'hoazh?

- Ur pennad mat hon eus c'hoazh da ober.

- Me a zo skuizh, ha n'hellan ket mont pelloc'h hep diskuizhañ ha debriñ un tammig.

Ma chomjont da ziskuizhañ ha da dremen an noz en ur chapel gozh.

- Krign da damm bara, mar 'teus naon, a lâras an Ankoù d'e wreg nevez, evit me ne zebrin tamm.

An deiz war-lerc'h ar beure setu-int arre en hent; mont a reont arre pell, pell, ma skuizhe Marc'harid, hag e c'houlennas arre:

- N'omp ket erru tost c'hoazh?

- Eo, tostaat a reomp; ne welet ket a-raok deoc'h ur voger uhel?

- Eo, sur.

- Eno emañ ma zi.

Antren a reont 'barzh ar porzh.

- Jezuz! Evel ma eo kaer an traoù amañ! a lâras Marc'harid.

Eno e oa o chom ar sav-Heol. Bep beure ec'h ae kuit war-dro c'hwech eur, hag e tistroe arre war-dro c'hwech eur d'an abardaez, ha ne ouie ket Marc'harid pelec'h ec'h ae; hec'h-unan e chome e-pad an deiz. Ne vanke netra dezhi 'barzh ar c'hastell kaer-se, ha kement a c'hoantae a en em gave raktal. Ha koulskoude e skuizhe o vezañ evel-se hec'h-unan.

Un deiz, pa oa o vale er porzh, e welas unan o tont gant ar menez. Ma voe souezhet, rak ne zeue den en-dro d'ar c'hastell-se. Hemañ a ziskenne bepred, hag en-berr ec'h antreas 'barzh ar porzh. Anavezout a ra neuze Marc'harid he breur bihan, a oa en e gavell, pa zeuas eus ar gêr, ha setu-int da em vriata, ha d ouelañ gant joa.

- Pelec'h emañ ivez ma breur-kaer, ma lârin demat dezhañ.

- Ne ouzon, ma breurig kaezh; bep beure ec'h a kuit, war-dro c'hwec'h eur, ha ne zistro nemet da c'hwech eur d'an abardaez, ha ne lâr ket din pelec'h ec'h a.

- Ma! Me a c'houlenno digantañ en-berr pelec'h ec'h a evel-se bep beure.

War-dro c'hwech eur d'an abardaez, pa zegouezhas mestr ar c'hastell er gêr, ec'h anavezas e vreur-kaer, hag en doe joa vras eus hen gwelet.

- Pelec'h ec'h it-c'hwi bep beure, ma breur-kaer, ma lezet ma c'hoar hec'h-unan er gêr?

- Da ober tro ar bed, breurig.

- Jezuz! Ma breur-kaer, c'hwi avat a zle gwelet traoù kaer! Me gare ma lezfec'h da vont ivez ganeoc'h, ur wezh.

- Ma! Warc'hoazh ar beure e c'halli dont ganin; met n'eus forzh petra a weli, na lâr ger ebet, pe n'am gweli ken.

- Ma! Ne lârin ger ebet.

An deiz war-lerc'h ar beure ec'h eont o-daou asambles, krog ar paotr en dorn e vreur-kaer. Mont a reont, mont a reont! Ma kouezh e dog gant an avel.

- Gortozit un tammig, breur-kaer, ma tapin ma zog a zo kouezhet.

Met kerkent ha m'en doa lâret ar 'c'homzoù-se, e kollas ar gwel anezhañ, hag e retornas d'ar gêr.

- Ac'hanta! A lâras e c'hoar, p'hen gwelas o tont, desket a 'teus un dra bennak?

- N'am eus ket sur, ma c'hoarig paour; pa oamp o vont, ma zog a gouezhas gant an avel, ma lâris d'am breur-kaer gortoz un tammig 'vit m'hen dastumjen, ha kerkent am eus kollet ar gwel anezhañ ; met n'eus forzh, warc'hoazh ar beure e c'houlennin mont gantañ arre. Hag e tiwallin mat da lâret ur ger hepken.

Pa zistroas e vreur-kaer, war-dro c'hwec'h eur d'an abardaez, e c'houlennas digantañ arre:

- Kontant oc'h ma breur-kaer ec'h afen ganeoc'h c'hoazh warc'hoazh ar beure?

- Ya a-walc'h; met na lâr ket ur ger, pe n'am gweli ken biken.

- Ma! Ar wezh-mañ e taolin pled mat.

Setu ma 'z eont asambles arre, an deiz war-lerc'h ar beure. Kouezhañ a ra arre e dog 'barzh ur stêr, hag e ankouaas arre da lâret:

- Gortozet un tammig, ma breur-kaer, ma tastumin ma zog a zo kouezhet en dour!

Ha kerkent e koll arre ar gwel eus e vreur-kaer, hag en em gav e-unan. Distreiñ a ra d'ar gêr, trist ha droukkontant anezhañ e-unan.

An deiz war-lerc'h ar beure e lez e vreur-kaer anezhañ da vont c'hoazh, evit an deirvet gwezh. Mont a reont, mont a reont; kouezhañ a ra arre e dog; met an dro-mañ ne lâr ger ebet. Tremen a reont neuze a-us d'ur park 'lec'h ma wel an douar goloet a goulmed wenn, hag en o c'hreiz e oa div du; hag ar re wenn a zastume keuneud munut, hag o lakae en ur bern awan an div du; ha pa voe goloet an div-mañ, e lakajont an tan 'barzh ar bern keuneud.

C'hoant a-walc'h en doa da c'houlenn petra e oa kement-se; met ne lâras ger ebet koulskoude.

Pelloc'h e tegouezhjont dirak un nor vras. E vreur-kaer a antreas, hag eñ a chomas er-maez, hag e voe lâret dezhañ chom da c'hortoz eno, ha mar teuje c'hoant dezhañ da antren ivez, n'en dije netra da ober nemet terriñ ur bod derv glas, hag hen boutañ indan an nor. Pa oa eno o c'hortoz, e welas o tiskenn war ur wezenn lore ur bagad evned; hag e chomjont eno ur pennad da richanañ. Neuze e nijont holl kuit, o kas gante en o beg pep a zelienn lore; hag e lezjont an delioù lore-se da gouezhañ damdost eno.

Ur pennadig goude e tiskennas war ar memes gwezenn-lore, hag e rejont c'hoazh muioc'h a drouz, hag o vont kuit, e kasjont gante ivez pep a zelienn lore, hag o lezjont ivez da gouezhañ met un tamm pelloc'h.

Goude ar re-mañ, e tiskennas un drivet bagad evned war ar memes gwezenn-lore, hag e rejont c'hoazh muioc'h a drouz, hag o vont kuit, e kasjont gante ivez pep a zelienn lore; met ar re-mañ n'o lezjont ket da gouezhañ.

Souezhet e oa gant ar pezh a wele, hag e lâre dezhañ e-unan:

- Daoust petra eo kement-se?

Pa voe skuizh o c'hortoz, e torras ur bod derv glas, goloet a zelioù, hag hen bountas indan an nor, 'lec'h ma wele ur roudenn ruz. Kerkent e krogas an tan er bod glas hag e voe devet betek e zorn.

- Hola! Emezañ, aze avat eo tomm!

Ha ne c'hoantae ken mont e-barzh.

E vreur-kaer a zeuas e-maez, pa voe degouezhet an amzer, hag e tistrojont d'ar gêr o-daou asambles. Pa oant o tont, e c'houlennas digantañ:

- Petra eo, breur-kae, ar bagad evned am eus gwelet o tiskenn war ur wezenn-lore, ha goude bezañ richanet ha graet trouz eno ur pennadig, ez int nijet kuit, o kas gante en o begoù pep a zelienn lore, o deus lezet da gouezhañ d'an douar prestik goude?

- Ar re-se a zo tud bet en oferenn, ha n'o deus pedet nemet un tammig, hag o delioù lore a zo kouezhet digante 'lec'h m'o deus ankouet o Doue.

- Hag ar bagad evned all a zo diskennet prestik goude war ar memes gwezenn-lore, o deus richanet ivez un tammig muioc'h, hag o deus lezet o delioù-lore da gouezhañ un tammig pelloc'h?

- Ar re-se a zo tud bet en oferenn, evel ar re gentañ, hag o deus pedet un tamm muioc'h, hag o Doue a zo aet pelloc'h gante, met nann betek ar gêr.

- Hag an drivet bagad a zo diskennet war ar memes gwezenn, hag o deus richanet kalz pelloc'h, ha n'o deus ket lezet da gouezhañ o delioù-lore?

- Ar re-se eo an dud o deus pedet mat, a-greiz o c'halonoù hag ez eo aet gante o Doue betek ar gêr.

- Hag ar goulmed wenn am eus gwelet 'barzh ur park o tastum keuneud munut da zeviñ div goulm du a oa en o c'hreiz; ha bremañ e welan ez eo an div goulm du deut gwenn evel ar re all?

- An div goulm du-se a oa ho tad hag ho mamm oc'h ober pinijenn eus o fec'hedoù. Emaint bremañ dirak Doue, en e varadoz!

Ma oant degouezhet a-benn neuze e-tal ar c'hastell, hag ec’h antrejont. Ur pennad goude e lâras d'e vreur-kaer:

- Me am eus c'hoant distreiñ d'ar gêr bremañ.

- Distreiñ d'ar gêr! Ha da betra?

- Da welet ma zud, ha da vevañ gante.

- Met paourkaezh, pemp kant vloaz a zo abaoe ma 'z out amañ! Da holl gerent a zo marv pell a zo, hag el lec'h ma oa da di, a zo bremañ ur wezenn-derv vras ha brein gant ar gozhni.





Kontet gant Frañseza an Ewen, gwreg Tregoat, en parrouz Pederneg.

Kontadennoù ar Bobl - levrenn 3, embannet gant Al Liamm, 1989.




Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken


Ur wech e oa ur roue hag a lâre n'en devoa graet biskaozh gaou; hag evel ma kleve bemdez tud e lez o lâret an eil d'egiel: « Gaou a lârez! Te a zo ur gaouiad! » e tisplije kement-se dezhañ. Ma lâras un deiz da dud e di:

- Souezhet bras ez on ganeoc'h; an den estren ho klevfe o komz er stumm-se a gredfe ez on roue an dud gaouiat. Ne youlan ket pelloc'h klevet komz evel-se em lez; an hini am c'hlevfe o lâret da un' all, n'eus forzh piv: « Te a zo ur gaouiad ! » me a rofe ma merc'h dezhañ evit gwreg.

Ur mesaer-deñved a o ivez e-touez ar re all, hag o klevet komzoù ar roue a lâras ennañ e-unan: « Kement-mañ a zo mat! Gwelet e vo! »

Ar roue kozh a blije dezhañ klevet kanañ sonioù nevez ha gwerzioù kozh ha kontañ marvailhoù fentus. Alies, goude e goan, e teue d'ar gegin, hag e komere plijadur o klevet e vevelien o lâret taolioù kaer, o kontañ kontadennoù gwrac'hed kozh hag o kanañ. Pep hini a lâre un dra bennak d'e dro.

- Ha te, paotrig an deñved, te na ouzout netra?

- Eo avat, ma roue, a lâras ar paotr.

- Gwelomp eta petra a ouzout.

Hag ar mesaer-deñved a lâras neuze:

- Un deiz, pa oan o tremen dre ur c'hoad, e welis ur c'had ar c'haerañ. Ur voul-beg a oa ganen em dorn, ha me e skeiñ gant ar c'had, hag he zapout eeun war he zal. Hag ar c'had da redek gant ar voul-beg peget war he zal. Degouezhout a eure d'ur c'had all, hag a oa o tont a-eneb, stokañ he fenn ouzh penn an hini gentañ, ha setu peget an div c'had tal-oc'h-tal, hag evel-se e c'hallis o fakañ aes. Penaos e kavit kement-se, sir?

- Kaer! Kaer! eme ar roue; ha goude?

- A-raok dont d'ho lez da vesaer-deñved, sir, ez oan paotr-milin en milin ma zad. Un deiz am boa re garget ma azen, ma feiz! Ma teuas da dorriñ gwalenn e gein.

- Al loen paour! eme ar roue.

- Ha me o vont da ur c'harzh a oa tostik eno, hag o troc'hañ ur geuneudenn gelvez hag he bountañ en revr ma azen, evit ober dezhañ ur walenn-gein nevez. Kerkent e savas ma loen, evel pa n'en dije bet droug ebet, hag e kasas brav e sac'h d'ar vilin.

- Kement-se a zo kaer! Ha goude?

- An dewarlerc'h ar beure, setu-me souezhet-bras (rak en miz Kerdu e c'hoarvezas kement-mañ), o welet e oa savet delioù ha kraoñ war ar geuneudenn gelvez, evel en kreiz an hañv, ha pa dennis ma azen er-maez e graou, ar brankoù a savas uhel, uhel, betek an neñv.

- Se avat a zo kaer! Ha goude? a lâras ar roue.

- Ha me da bignat neuze a vrank da vrank er wezenn, kement ha kement, ken a degouezhis el loar.

- Se a zo gwall gaer; ha goude?

- Hag e welis eno gwrac'hed kozh o wentañ kerc'h usmolet. Met skuizhañ a ris prestik o sellet ar gwrac'hd-se. Pa c'hoantais diskenn, ne gavis ken ar wezenn, rak ma azen a oa aet kuit. Penaos ober? Ha me da skoulmañ pluskennoù kerc'h an eil ouzh eben, hag oc'h ober evel-se ur gordenn evit diskenn.

- Kement-se a zo kaer, eme ar roue: ha goude?

- Met allas ! Ma c'hordenn ne oa ket hir a-walc'h; un ugent troatad, war-dro, a faote dezhi; hag e kouezhis neuze war ur roc'hell vras, ken rust, ma 'c'h eas ma fenn don er maen.

- Gwall gaer! Gwall gaer! a lâras ar roue; ha goude?

- Kement a ris neuze o tifretañ, ken a zistagas ma c'horf ouzh ma fenn, hag e chomas hemañ er roc'hell. Ha me da redek d'ar gêr, da glask ul livier-houarn evit tennañ ma fenn er-maez ar roc'hell.

- Kaeroc'h pe gaeroc'h! eme ar roue; ha goude?

- Pa zistrois, e oa ur pikol bleiz o tebriñ ma fenn! Ha me o skeiñ gantañ un taol livier-houarn, ken e delampas ul lizher ouzh e revr!

- Gwall gaer! Gwall gaer! eme ar roue; met petra a oa skrivet ivez war al lizher-se?

- War al lizher-se, ma roue, e oa merket penaos ho tad a oa bet gwechall, paotr-milin gant ma zad-kozh.

- Gaou a lârez-te bremañ, mab gast milliget! a lâras kerkent ar roue, o sevel en e sav.

- Hola! Sir, setu deuet ma zaol da vat! eme ar mesaer-deñved.

- Penaos se eta?

- N’ho poa ket c'hwi lâret, ma roue, penaos e rojec'h ho merc'h d'ar c'hentañ ho lakaje da lâret: « Gaou a lârez! »

- Gwir eo; ur roue na dle kaout nemet ur ger, hag ar pezh en defe lâret ne dle nepred dislâret. Warc'hoazh e vezo graet an dimeziñ, hag an eured eizh deiz goude.

Ha setu penaos ar mesaer-deñved a c'honezas merc'h ar roue gant ur ger hepken.




Tennet eus Kontadennoù ar bobl levrenn 4, pajenn 43, embannet gant Al Liamm, 1989.



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017